Mont d’an endalc’had

Bro ar Vistula

Eus Wikipedia
Bro ar Vistula
Привислинский край
Kraj Nadwiślański

Rannvro (krai) eus Impalaeriezh Rusia
18151917
(1915 de facto)


Banniel Ardamezioù


Bro ar Vistula war ur gartenn rus, 1896

Kêr-benn Warszawa

Istor
• Staliadur
• Distaliadur

1867
1917 (ofisiel)
1915 (de facto)

Hiziv e Banniel Polonia Polonia
Lituania Lituania
Banniel Belarus Belarus

Bro ar Vistula (ruseg : Привислинский край Privislinsky krai ; poloneg : Kraj Nadwiślański) a oa an anv roet d'ar broioù bodet e Kendalc'h Polonia goude faezhet Emsavadeg miz Du (183031) hag Emsavadeg miz Genver (1863-64), pa oa tennet hec'h emrenerezh digant Pologn, skarzhet anv ar vro ha hini he fobl diwar gartennoù Impalaeriezh Rusia.
En Europa a-hend-all e veze lavaret alies "Polonia Rusia" pe "Polonia rus" eus ar vro-se, e-kichen "Polonia Prusia", a oa aet d'ober Proviñs Prusia.

En 1831, goude emsavadeg miz Du, e voe divodet arme parlamant (ar Sejm) ha melestradurezh Pologn, ha berzet bonreizh rouantelezh Pologn, gant ar galloud rus. Serret e voe ar skolioù-meur, hag addigoret meur a vloaz goude evel liseoù rusek.